An2boent

Nac'het eo gant Frańs doujań ouzh gwirioł diazez Breizh.

- Pinvidigezh ha glad bedel, ar brezhoneg, yezh keltiek nemeti war ar c'hevandir, a oa, e deroł an XX vet kantved, yezh ouzhpenn 1,5 million a dud. Hiziv, chom a ra 250.000 a zalc'h da gomz brezhoneg, en abeg ma nac'h Frańs asantiń ent-kefridiel d'he yezhoł bihanniverek ha ma nac'h e vefe frammet kelennadurezh ar Brezhoneg ha kelennet dre ret war diriad Breizh a-bezh.

- Rannet eo bet Breizh, dre zeved, e 1941, dindan gouarnamant ar Marechal Petain. Dalc'hmat he deus Frańs nac'het nullan an deved-se: Lezennoł digreizennań Frańs o deus adkemeret ar rannadur-se, ha lakaet Naoned ha departamant Liger Atlantel e rannvro « Broioł al Liger ». Ouzhpenn an div drederenn eus poblańs Liger- Atlantel ha peurest Breizh a ya a-du gant adunvaniń Breizh

Ar re a sin ar c'hemennadenn-mań a ziviz mouezhiań hepken evit emstriverien a emgoulmo ent-hiniennel en daoł boent-se.